« Hep brezhoneg n’eus Breizh ebet » (Roparz Hemon)

Pa ‘z on bet lakaet da rener ar strollad nevez anvet ar Framm Keltiek, ez eus un dra a lavaris, hag a lavaran hiziv adarre: 

Ar brezhoneg en hol labour a rank derc’hel ul lec’h bras, al lec’h a enor, al lec’h kentañ.

Roparz Hemon
Roparz Hemon a oa unan eus brasañ difennerion hor yezh.

A-walc’h a strolladoù hon eus bet a veze graet eno pep tra e galleg, zoken ar studioù diwar-benn ar brezhoneg. Touet em eus e vije disheñvel ganeomp. 

Amañ e Breizh ez eus un toullad mat a dud, un toullad a ya war greskiñ bemdez ; hag a fell dezho ober gant o yezh, n’eo ket hepken da gaozeal diwar-benn an amzer ha priz an amanenn, hogen e pep darvoud eus ar vuhez, betek e traoù uhelañ ar spered. 

Perak ? 

Peogwir e kav deomp ez eo ur bobl a goll he yezh ur bobl vevelion. Ha ne fell ket deomp bezañ mevelion. 

E-kichen al labourioù graet e galleg gant tud ar Framm Keltiek e vo enta ur rummad labourioù graet e brezhoneg. Penaos e vint graet ? An dra-se eo end-eeun a zisplegin deoc’h er gaozeadenn-mañ. 

Rannet eo ar Framm Keltiek e kevrennoù : kevrenn ar yezh, kevrenn an istor, kevrenn ar c’henwerzh, kevrenn ar micherioù, da skouer. 

Framm keltiek
Aozañ a rae ar Framm Keltiek darvoudoù a bep seurt, amañ ur c’hendalc’h e Naoned.

Kentañ a raimp eo bodañ, e-barzh pep kevrenn, ar vrezhonegerion. ar re a zo gouest da gomz ha da skrivañ hor yezh, dezho d’en em glevout etrezo da gas al labour da benn. Goulennet e vo diganto ober prezegennoù, amañ er radio, e brezhoneg, kenlabourat d’ar c’hazetennoù brezhonek, sevel levrioù, atav e brezhoneg, o tiskouez evel-se ar skouer vat, o tiskouez o c’harantez evit tud Breizh-lzel. 

En amzer gwechall, kement den a oa desket en hor bro a zileze ar brezhoneg da implij ar galleg. Brudet oa ar Vretoned evel ar bobl n’he doa doujañs ebet ouzh yezh he zadoù, da lavarout eo, doujañs ebet outi hec’h-unan. En amzer bremañ, e welomp er c’hontrol gallegerion o teskiñ ar brezhoneg, lorc’h enno da adc’hounit ar pezh o doa kollet dre fazi o c’herent, unan eus koshañ ha kaerañ yezhoù ar bed. 

Levr Roparz Hemon
Skrivañ a reas Roparz Hemon ur bern levrioù e brezhoneg

An nebeut tud desket o deus studiet ar brezhoneg abaoe kant vloaz a zo deut a-benn da sevel levrioù diwar-benn traoù a bep seurt. Un darn vras eus al levrioù-se, siwazh, a zo chomet dianav ha ne vezont mui kavet da brenañ hiziv. An dud desket-se, ar re o deus saveteet hor yezh, ne oant ket niverus a-walc’h nag unanet start a-walc’h da zerc’hel penn.

Kemmet eo an traoù. Gant ar Vretoned o kompren muioc’h-mui talvoudegezh o yezh, gant ar brezhoneg o tont muioc’h-mui er skolioù, ez eus bremañ ur rummad tud barrek da skrivañ ha da lenn. 

Komzit brezhoneg d’ho pugale, rak hep brezhoneg n’eus Breizh ebet !

Ha pa ne rafe ar Framm Keltiek nemet strollañ an dud-se, o lakaat da gemer ali an eil diouzh egile, da reiñ skoazell an eil d’egile, o harpañ da embann ha da skignañ o labourioù, e vefe anezhañ un dra vat hag un dra ret. Ar Framm Keltiek a zo muioc’h c’hoazh marteze. Evidomp, brezhonegerion, n’eus nemet un dra a gont : ober atav hag e pep lec’h gant hor yezh. Ur ger-stur hon eus dibabet, hag e talc’homp start d’hor ger-stur : « Hep Brezhoneg, n’eus Breizh EBET. » 

(Prezegenn graet e Roazhon-Breizh e-pad Kardeur ar Framm Keltiek, d’an 13 Eost 1942)

Une réflexion sur “« Hep brezhoneg n’eus Breizh ebet » (Roparz Hemon)

Laisser un commentaire