An Okitaniz a-enep ar Stad c’hall : emsavadeg ar winierion

Okitania zo ur vro en Europa ar Su, dindan dalc’h ar Stad c’hall. Leuniañ a ra un drederenn a diriad ar Frañs, ag ar Menezioù Kreiz betek ar Mor Kreizdouarel. Tammoù ag an Okitania a gaver e Bro-Italia hag e Bro-Spagn ivez.

Okitania kartenn
Broioù an Okitania

Stank eo istor Okitania. Ur bochad stourmoù a zo bet enep ar galloud kreizennet. Met unan a zo hag a zo pouezus mat evit ar Midi. C’hoarvezet eo ur 100 vlez bennak ‘zo. Emsavadeg ar winierion an hini eo, c’hoarvezet e 1907, « la révolte des vignerons » e anv e galleg.

Daou zen o deus bet ur roll talvoudus bras ennañ : Marcelin Albert hag a oa gwinier, hag Ernest Ferroul hag a oa maer Narbonne. Fonnus e oa bet eostoù 1904 ha 1905 ha neuze e oa bet re a rezin e Su Europa. Diaes neuze da werzhiñ gwin e Languedoc…

Marcelin Albert
Marcelin Albert e-kreiz ur vanifestadeg

Fuloret oa ar winierion neuze. Un dra ouzhpenn a oa bet : kresket e oa bet an emporzhiiñ gwin ag an Aljeri. Un deiziad zo hag a zo a-bouez en istor-mañ : d’an 11 a viz Meurzh 1907, pa oa bet Marcelin Albert da Narbonne get 90 gwinier evit goulenn un emgav get komision ar gannaded. Penn-kentañ emsavadeg ar winierion e oa. Barrek e oa Marcelin evit komz dirak an dud ha neuze e aozas manifestadegoù e pep-lec’h e bro Languedoc.

Révolte des vignerons
Manifestadegoù e-leizh !

E fin miz Meurzh e oa 500 manifestour. Ur miz hanter goude e oa 100.000 den e Narbonne. D’ar poent-se oa arriuet ar maer Ernest Ferroul el luskad. Pennoù bras ar stourm a zeuont da vout asambl get Marcelin Albert. Gourdrouzet o doa ar Stad. Ur brezegenn vras a oa bet d’an 12 a viz Mae e Béziers dirak 150.000 den. Setu ar pezh o doa kinniget d’ar Stad : ma ne vez kavet diskoulm ebet get ar Stad e-keñver enkadenn ar winierion a-raok an 10 a viz Even, e vo dilezet o c’harg get maered ar Midi, ha lañset àr-un-dro harz-labour an taosoù.

Marcelin Albert hag Ernest Ferroul o prezeg dirak an dud

A-raok fin an deiz ultimatum, d’an 9 a viz Even, e Montpellier, en doa prezeget Ernest Ferroul dirag 700 000 a dud :

« Demain, je fermerai ma mairie. Demain, 10 juin, je hisserai sur ma mairie le drapeau noir ! Et demain, je jetterai mon écharpe de maire au gouvernement ! »

Montpellier autrefois
Manifestadeg e Montpellier

War-nes tarzhiñ e oa an Drivet Republik. 500 den ag ar 17vet rejimant troadeion o doa savet a-du gant ar vanifestourion.

Armée manifestations
Ar soudarded hag ar vanifestourion

Ouzhpenn 400 maer o doa dilezet o c’harg. Da heul ur gaozeadenn etre Marcelin Albert ha Georges Clémenceau, prezidant ar C’huzul, e oa bet nullet al lezenn, ha setu bet klozet emsavadeg ar winierion.

Yann Klemmer

Laisser un commentaire